-
Obererezhioù 25
- 1 Festuz eta o vezañ erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem.
- 2 Ar beleg-meur hag ar re gentañ a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazañ a-enep Paol hag, o pediñ anezhañ,
- 3 e c'houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent.
- 4 Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale.
- 5 Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasañ ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enañ.
- 6 Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol.
- 7 Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c'hellent ket prouiñ.
- 8 Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.
- 9 Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
- 10 Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat.
- 11 Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar.
- 12 Neuze Festuz, goude bezañ komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.
- 13 Un nebeud devezhioù goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiñ Festuz.
- 14 Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks
- 15 ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh.
- 16 Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet.
- 17 Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se.
- 18 An damallerien o vezañ deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloù a soñjen,
- 19 met bet o deus gantañ un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev.
- 20 Evel ma oan en douetañs war gement-se, e c'houlennis digantañ ha fellout a rae dezhañ mont da Jeruzalem ha bezañ barnet eno war an traoù-se.
- 21 Met Paol o vezañ galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhañ da Gezar.
- 22 Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezañ, e klevi anezhañ.
- 23 An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.
- 24 Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amañ ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amañ evel e Jeruzalem, a-enep dezhañ da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv.
- 25 Met ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv, hag eñ e-unan o vezañ galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhañ.
- 26 Ne'm eus netra sklaer da skrivañ diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhañ da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivañ pa vo bet graet goulennoù outañ.
- 27 Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhañ.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.